Piteas

Delwenn d'ar merdeer Piteas dirak palez ar Yalc'h e Marseille
Beaj martezeet ar moraer Pytheas

Pytheas (henc'hresianeg : Πυθέας Pythéas) a oa ur merdeer eus Massalia, anv kozh Marseille.

War-dro 340-325 kent JK e reas ur veaj vras e morioù hanternoz Europa. Eñ eo an hini kentañ eus beajerien an Henamzer a skrivas diwar-benn broioù an hanternoz, pobloù Enez Vreizh, ha pobloù german aodoù Mor an Hanternoz ha marteze re ar Mor Baltek.

Pell amzer e voe soñjet e konte gevier. Kement-se a skrive Strabon diwar e benn, dre ma kave dezhañ n'halle ket ar mor skornañ. Hiziv, er XXI kantved, e weler anezhañ evel unan eus ar veajourien skiantel gentañ, pe unan eus ar c'hentañ skiantourien o veajiñ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search